Kib rugbi ar bed

Arouez-trec'h kib ar bed

Kib rugbi ar bed zo ur gevezadeg etrebroadel rugbi a vez kaset en-dro bep 4 bloaz. Ar genstrivadeg-se, krouet e 1987 zo digor d'an holl gevredadoù anavezet gant Burev etrebroadel ar rugbi (International Rugby Board pe IRB). Dalc'het e oa an hini kentañ e 1987 e Zeland-Nevez hag en Aostralia, ha trec'h e voe skipailh Zeland-Nevez.

Peder broad hepken o deus gounezet ar gib-se. Skipailh Aostralia, hini Afrika ar Su ha Zeland-Nevez o deus gounezet an aliesañ gant pep a zaou drec'h. Emañ an titl e dalc'h skipailh Zeland-Nevez ivez. Bro-Saoz he deus gounezet 1 wech.

Anvet eo arouez-trec'h ar gevezadeg William Webb Ellis Trophy, en enor da William Webb Ellis a vez lakaet peurliesañ ijinadenn ar rugbi war e gont, e 1823. E gwirionez ez eo koshoc'h orin ar sport-se[1].

Ar vro a aoz Kib ar bed a vez choazet gant an IRB. Dalc'het eo bet kevezadeg 2011 e Zeland-Nevez eus an 9 a viz Gwengolo betek ar 23 a viz Here. Choazet eo bet Bro-Saoz da zegemer an hini war-lerc'h, e 2015, ha Bro-Japan da zegemer hini 2019.

  1. The origins of rugby war www.angelfire.com

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search